Serradur Skol Diwan Boulvriag
Kemennadenn ar 26.02.2026, gant Diwan
Dre ma ne oa kinnig ebet evit adlojañ ar skol hag e oa tenn an traoù a fed arc'hant o deus ranket obererien Diwan ha skipailh AEP Skol Diwan Boulvriag kemer an diviz start serriñ ar skol.
D’ar 6 a viz C'hwevrer e oa en em vodet AEP ar skol. Merzet ez eus bet gant ar gerent meur a dra hag o deus lakaet anezho da dapout an diviz :
- Ar c'hoant gant ar perc'henn da adtapout al lec'h feurmet d’ar skol e fin ar gevrat,
- Un diforc'h bras etre o youl ha hini an dilennidi lec'hel ha, da gentañ holl, ti-kêr Boulvriag ha n’en deus kinniget diskoulm ebet evit adlojañ ar skol hag aesaat an traoù evit digeriñ e miz Gwengolo 2026 : an diskoulm nemetañ bet kinniget a oa un dachenn re vihan gant un deiziadur na glote ket gant an ezhommoù,
- Skuizhder an dud a-youl vat hag ar gerent, obererien Diwan, rediet da stourm dizehan,
- Stad bresk-tre an arc'hant evit ar skol dre ma ne veze ket paeet ar forfedoù skol gant tiez-kêr zo (e stern an endalc'hioù lezennel) ha kement-se meur a vloavezh diouzh renk.
Abalamour da stad an traoù, hag ar fed e vefe bout obererien Diwan en deus ranket an AEP divizout serriñ ar skol.
Kevread Diwan en deus asantet serradur ar skol hag ambrouget e vo an obererien lec'hel evit kinnig un adrummadur d’ar skolaerien (2 zen), ar familhoù war-zu skolioù Aodoù-an-Arvor ha sikour an AEP da glozañ ar raktres ha dic'hoprañ an ASEMed (2 zen).
Kumun Boulvriag ha Su tolpad-kêrioù Gwengamp-Pempoull a goll e skol nemeti dre soubidigezh e brezhoneg, 4 implijiad eus ar gumun (koll implijoù lec'hel) ha bugale niverus nad aint ket e skolioù Boulvriag.
Abaoe tost da 50 vloaz e stourm kevread Diwan evit adlavaret pegen talvoudus eo emgouest ar strollegezhioù hag ar stad evit saveteiñ an treuzkas dre soubidigezh. Hep diskoulmoù adlojañ eus perzh ar strollegezhioù evit hor skolioù digoust, laik ha digor d’an holl e chomo dazont ar brezhoneg en arvar.
Mammenn : « Serradur Skol Diwan Boulvriag », war load Diwan, 24 a viz C'hwevrer 2026.